A-boan ar gigerien ho deuz great ho labour,
Ma teu karr ann ankou, karr bered ar re baour ;
Ar c’horf, brema stripou, zo stlapet enn arched,
Heb na ve, war he-ma, kurunenn na boked ;
Na kerent, na mignoun, war-lerc’h enn eur ouela,
N’euz nemet pevar den, paeet vid hen bezia,
Pere ia, laouen-holl, a-hed hent ar vered,
Heb doujans hag heb feiz, enn eur ziviz bepred.
Kerkent war ribl ann toull, digor enn eur c’hougn-tro,
Ar re-ma, d’hen diskenn a zo mall-braz gant-ho,
Ha den, enn eur dremen, ne lavaro varc’hoaz,
Piou zo beziet eno, rag n’euz hano na kroaz !