Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/184

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 182 —



Med n’euz fors e pe leac’h hoc’h eat ivez brema,
Em c’haloun e talc’hann ar fisians ar vrasa
D’ho kwelet eunn dervez,
Rag holl omp bet maget gant leaz ar feiz kristen ;
Enn despet d’ar maro, skolaerien Lesneven
Ne gollint ket ar vuez.
. . . . . . . . . . . . . . . . . .

C’houi pere zo brema pleget war ann taoliou
El leac’h ma labouremp, ô c’houi, bugaligou
Ken dinam a galoun !
Deskit kement kentel a zispleg ho mistri,
Evit gallout eunn deiz ouz ann drouk enebi,
Gant nerz vraz hag heb aoun.

Ho iaouankiz a zo vel ann nevez-amzer,
Dirag ho taoulagad pep tra zo brema kaer,
Kement tra zo laouen ;
Labourit vid herzel oc’h ann amzeriou kriz
Ho pezo da dremen, rag al luc’hed eunn deiz
A lintro dreist ho penn.

Hag evel-d-omp, d’ho tro, c’houi vo treac’h d’ar ioulou,
C’houi vezo vel reier pere, dindan tarsiou
A jom sounn, heb krena,
E leac’h beza, siouaz ! ruillet ha diruillet
Evel meinigou skanv pere ne gavont ket
Netra d’en em harpa.