Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/183

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 181 —



Meur a vloaveziou zo tremenet abaoue,
Med bemdez e sonjann, a vare du vare,
E kolach Lesneven ;
Hag evel pa welfenn dirag va daoulagad
Ann amzer dremenet ha va mignounned vad,
E lavarann laouen :

O ! distroit a-nevez, va bloaveziou ken kaer,
Kalz re gaer marteze, vit beza bet ken berr,
O ! me fell d’in : nijal dreist menez ha traonienn,
Evit das kwelet c’hoaz, o kolach Lesneven !
Klevet va mistri-skol o komz euz Roum, Athen,
O tiviz e daou iez Siseron, Demosthen,

Me lavar... med kerkent e klevann enn ekleo
Eur vouez o c’hoapaat, o respount : « kenavo,
« Kenavo da-viken !
« Ar pez ec’h euz kollet, zo kollet evit mad,
« Ha ne dle chom gan-ez mui nemet kalounad
Mui nemed ann anken ! »
. . . . . . . . . . . . . . . .

Kenavo da-viken eta, p’eo gwir eo red,
Amzer va iaouankiz, va gwella mignouned
Ha va mistri karet ;
Kalz ac’hanoc’h brema marteze zo maro,
Em c’holach marteze ne gafenn, enn distro,
Mestr na mignoun ebet.