Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/185

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 183 —



Ia, kredit ac’hanon, ennn deiz ar zonjezoun
Euz kolach Lesneven a roi d’e-hoc’h kaloun
Da zalc’her d’ho kredenn ;
Gand ho mignouned ker ec’h en em weloc’h c’hoaz,
E disheol ar gwez huel ha glaz euz ar pors braz,
Enn eur ziviz laouen.

Meur a weach e sonjoc’h enn ho mistri karet
Pere, vel tad ha mamm, ho deuz d’e-hoc’h desket
Beza mad ha nerzuz,
Hag a-uz ann aoter, e weloc’h er chapel,
Digor-braz he divreac’h, evel vid ho kervel,
Ho Mamm karantezuz !


————