Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/160

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 158 —


JEZUZ HAG AR VUGALE
————

Enn dervez-se Jezuz, skuiz gand he brezegenn,
A reaz eunn ehanik e-c’harz troad eur wezenn ;
Ar bobl oa niveruz, mesket enn dro d’ezhan,
Ar publikan a ioa dem-zost d’ar farizian.

Ar c’helc’h, heb dale pell, a ioa deuet kalz strisoc’h,
Rag ann holl a glaske gwelet Jezuz tostoc’h ;
A-boan ma c’halle Per, e penn ann diskibien,
Dalc’her eunn dachennik frank enn dro d’ar wezenn.

Prinsed ar veleien a lavare da Ber :
« Ni fell eunn nebeudik diviz gand ho mestr ker,
« Evit gouzout hag hen zo profed war ann douar. »
Hogen, ouz ho fedenn Per a rea skouarn vouzar.

Klask stourm out-han pelloc’h, ne dale ket ar boan ;
Pennek vel eur Breizad, ha kazi drouk enn-han,
Per a jomaz ken mud ouz ar farizianed,
Mud ato, mud ivez ouz ar publikaned.

Hogen, setu merc’hed, gant-ho peb a vugel :
« Lezit hor bugale da bokat d’he vantell. »
Ha kerkent oe klevet eur vouez karantezuz.
Skiltroc’h eged ann ear ; houn-nez oa mouez Jezuz :

« Simoun Per, eme-z-han, bezit madelezuz,
« Lezit ar vugale da zont beteg Jezuz,
« Rag den, e gwirionez, ne ielo d’am Envou,
« Ma n’eo ket ken dinam hag ar vugaligou. »


————