Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/159

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 157 —



Mor, enn derveziou kaer ez eann em bagik skanv,
Gand he lien digor-braz, du-hont, pell da besketa ;
Pa vezinn tremenet, gra vel e-kreiz ar goanv,
A-zindan da darsiou, d’ann holl reier braz krena.
Rag heb dale, va bagik keaz
War ann aot a vezo dilezet,
Kazi goloet holl gand ann treaz
Hag he lien gwenn, evel-d-onn, breinet.


————