Mont d’an endalc’had

Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 59 —



PEDENN


Jezus madelezuz, diganeoc’h e teu ar madou guirion ; c’hui zo en em c’hreat den ha plijet ganeoc’h beza paour evit deski deomp disprijout traou ar bed-ma : roit deomp ar c’hras, dre garantez ar Zant, da ober eveldhan, o tistaga hor c’haloun dioch kement a c’helfe hor pellaat diouzoc’h, hag o tisprijout pinvidigeziou ar bed-ma evit meritout kaout madou an env epad an oll eternite.


SEIZVED DEVEZ


Kassouni sant Anton ouz ar pec’het


Ar Zant en doa ar brassa aoun da goll ar stad a zantelez enn he galoun, hag evelse e c’hellaz e diouall dioc’h ar pec’het marvel. Ne c’heller ket lavaret peger bras kassouni en doa ouz ar monstr-ze euz an ifern : ober a ra dezhan ur brezel eb ean, neket hebken evithan