Mont d’an endalc’had

Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —

hor buez. N’euz nemedoc’h hag a vedin da gaout hor c’haloun.


C’HOUEC'HVED DEVEZ


Paourentez sant Anton


Sonjomp pegement e kare ar zant-ma ar baourentez a gomzer anezhi enn Aviel ; dilezel a ra he zanvez, disprijout a ra madou an douar, refus a ra gant eur goler zantel ar presanchou kaer a zigasset dezhan aberz Eccelino, hag, en eur chasseal a zirazhan kannadet an tirant-ze, e lavar dezho : « It da lavaret d’ho mestr ne fell ket din ranna ganthan tra ar bobl paour. »

O velet petra rea ar zant, lakeomp doun enn hor spered da zistaga hor c’haloun hiviziken diouz ar binvidigez, penn kaoz a gement a zroug. Ma on eus danvez, diouallomp da staga hor c’haloun outho ; ha m’ar domp paour, arabad deomp klask beza pinvidik, p’eo guir d’ar maro e vezo red kuitaat pep tra.