Mont d’an endalc’had

Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —



PEMPED DEVEZ


Karantez sant Anton evit Doue


Sant Anton a ioa leun a garantez evit he grouer ha n’en deveze morse an disterra sonj hag a chelje hen distrei dioc’h Doue. He galoun a ioa ken distag dioc’h traou an douar, ma ne c’helle kaout tam plijadur e netra euz ar pez ne deue ket dezhan digant Doue pe euz he berz.

Klaskomp, evel ar zant-ma, karet Doue dreist pep tra, ha ra vezo dalc’hmad hor sonjou troet etrezeg an env.


PEDENN


O va Zalver karantezuz, c’hui hebken a virit oll garantez hor c’haloun, ha koulscoude, siouaz ! e karomp an traou krouet dre eur garantez direiz. Evidoc’h eo o peuz hor c’hrouet, roit deomp eta ar c’hras ma vezo, evel ar zant-ma, devet hor c’haloun gant an tan euz ho karantez, ha ma n’or bezo ken plijadur er bed-ma nemet ouz ho servich epad