Mont d’an endalc’had

Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —

he-unan, mes ive evit he nessa. Evelse ne skuize ket o prezeg evit ober d’ar bec’herien kuitaat hent ar pec’het. Red eo deomp ive, hiviziken, kounnari ouz ar pec’het marvel ; red eo deomp diouall da gueza ennhan morse, ha sikour hon nessa da ziouall outhan dre hor skuer hag hon aliou mad.


PEDENN


O va Jezus muia karet, c’hui o peuz trec’het ar pec’het en eur vervel var ar groaz ; dre garantez evit ar zant-ma, en deuz great dezhan eur brezel heb ean ha tennet anezhan kement a eneou, roit deomp ar c’hras da ober brezel dezhan ive ; sklerijennit hor spered, ma teuimp d’her c’hassaat ha da ziouall outhan, evit na vezo ket kollet ar goad presiuz o peuz skuillet evidomp, mes evit ma hon diouallo dioc’h an droug-spered ha ma teui da veza penn kaoz hor zilvidigez.