Mont d’an endalc’had

Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —


« Ar pec’het-ze, emezhan, a laka an den da veza maleuruz er bed-ma, ha kalz maleurussoc’h c’hoaz er bed all. Evelse a c’hoarvez gant ene an den maro-ma, kondaonet hirio da boaniou an ifern evit ato, e kreiz an dialou. It d’he denzor hag e kavoc’h ennhan he galoun etouez an arc’hant a garie kement ! »

An dud, souezet o klevet an dra-ze, a redaz da di an den avariuz, a reaz d’he heritourien digeri he denzor, hag eno, etouez an arc’hant, e kavjont he galoun hag a ioa tom c’hoaz. O veza distro d’an iliz, e tigorjont ar c’horf hag e veljont n’oa kaloun ebet ennhan ! — Spountet gant eur mirakl ker bras, eun niver bras a dud a guiteaz ho c’harantez dreist-voder evit an archant.

Ar zant a ieaz goude-ze d’an Alvernii ; eun eston eo an eneou a c’hounezaz eno da Zoue dre he zarmoniou hag he viraklou.