Mont d’an endalc’had

Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —



XV


Mirakl Arezzo


En eur zistrei euz an Alvernii da Florans, e chomaz eur pennad enn Arezzo. Eno ez oa eun den hag a ioa ken douget d’ar goler ma seblante e guirionez beza kollet he skiant pa’zea drouk ennhan. Hogen, eun devez he c’hreg o veza lavaret eur ger bennag da zisplijout dezhan, ez eaz kement a gounnar ennhan, m’en em lakeaz da lopa varnhi a daoliou daouarn hag a daoliou treid, ha, goude beza disvlevet ha diskroc’hennet he fenn, e taolaz anezhi er porz. He zervicherien, diredet ouz he c’hlevet o krial, a zavaz ar vaouez keaz anter varo hag he dougaz d’he guele. Evelato, p’oa tremenet he varrad, an aotrou-ze a deuaz ennhan he-unan, hag o tont da zonj dezhan euz a zantelez Anton, e tired, ker mezuz ha tra, d’en em strinka d’he dreid, en eur anzao he bec’hejou hag en eur bedi