Mont d’an endalc’had

Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —

lantiz d’ar bugel bian, hag a c’houlennaz diganthan pehini euz an aotrounet-ze a ioa tad dezhan. An dud chentil a vusc’hoarze, o c’houzout ervad ne c’helle ket c’hoaz ar paour keaz bian-ze kaozeal. Mes hema, o sellet pikant ouz an aotrou diskredik, a lavaraz gant eur vouez sklear ha freaz : « Hema eo va zad. » Ar re a ioa eno a jomaz mantret, hag an tad a lezaz he voarissi disleal a gostez, hag en devoue adarre evit he c’hreg an istim a ioa dleet dezhi.


XIV


Uzurer Florans


Goude beza bet e Ferraar, Anton a erruaz e Florans er bloaz 1229. Ar gear-ma a ioa barbinimet gant an uzurerien. Eun uzurer o veza deut da vervel, ar zant a oue pedet da ober eur zarmoun gaon, dirag ar c’horf, hag e kavaz tro da zevel he vouez a eneb an avaristed :