Em bourc’h ez eus eur c’hereour
A grog abred gant e labour
E-barz solier e di bihan
’Lec’h ’vez peurvuia e-unan.
E zervez ’dremen war e skaon,
Ral e chom da baouez en traon ;
Pa renk lezel e vinaoued
Eo ’vit dont da zibri e voued.
E lunedou war veg e fri,
Ha divorzet e izili,
M’en deus neuze eur chikadenn,
E kerz an neud en enebenn.
Eus peb ezomm ’oar an ampoent,
N’eus troad na anavez e vent ;
Ken brudet eo ’vid e ijin
Ma ’z eo leshanvet sant Krepin !…
E vrasa joa war an douar
Eo, echuet diou votez par,
O lakat war dreuzou e di
E gwel an holl da luc’hedi.
Kemer a ra, n’eo ket iskis,
Eur werennad gant e ostiz,
Ha ma teu ar gwin d’e domma,
E kav kalz, neuze, da gonta.
Sonj en deus eus e vignoned,
Ha, ma ’z int d’ar vered kaset,
’Welit e lagad o kwilc’hat
Hag e galon o tenerât.
Mar deu da glemm eus e vicher
’Balamour ma kera al ler,
E chal dreist-holl d’ar c’hiz nevez
A dro penn meur a ostizez.
C’hoantout ’ra d’ê beza gwisket
Evel ma ouzoc’h, va faotred !…
Bale breman war vranellou
Henvel ouz kerc’heized poullou.