Pajenn:Picard - E Menez Arre ha war hor maeziou.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —



N’eont da stal ar c’hereour,
Ne c’houlennont gantan sikour,
Nemet da aoza talonou,
Pe nebeutoc’h c’hoaz a-wechou.

Trist eo d’an hini ’n deus laket,
’Pad hir-vloaveziou hed-ha-bed,
E damm poan da wellât e stad,
Gwelet e labour ’tisterât.

’Vid e eurvad va den poellek
A lez an deiziou da redek :
En em ober diouz ar vuhez,
Setu, m’hen tou, ar wir furnez !


————