alc’houeziet dor an iliz. — « N’em eus ket, a lavaras ar zakrist, met he serri a rin en eur vont da gousket ».
P’en em gavas e-tal ar porched, e klevas chaokat, hag e kemeras aon. Setu hen distro d’ar presbital. — « Petra ’zo ’ta, a reas ar person ? » — « Aon ! Unan bennak en em zalc’h dindan ar porched ».
Ar person a bedas ar c’hure da vont da welet gant ar zakrist.
« Angn ! Angn ! » Setu ar pez a glevjont. Hag int war o c’hiz, spontet, d’ar presbital. — « Breman, michans, ez eo alc’houeziet an nor ? » — « N’eo ket, a respontas ar c’hure, rag va-unan em eus klevet trouz, ha peseurt trouz ! » « Angn ! Angn ! » « Evidoun, ne greden ket tostaat ouz an iliz ! » — « Jezuz ! neuze an iliz a chomo digor ! Panevet ez oun-me kamm, ez oan aet d’he zerri ». Ar c’hure a lavaras neuze d’ar zakrist : « Douget an aotrou person war ho kein ». Ha kerkent an daou-man a yeas war-zu an iliz.
An hevelep trouz a glevjont. — « Va Doue ! a lavaras ar zakrist ». — « Kerz atao ! a urzias ar person ». Pa dostajont, e krias ar c'hemener : « Setu ar c’higer hag e leue !… ». Hag e reas d’ar person eur pinsadenn ker kriz en e reor ma hopas : « An diaoul ! an diaoul ! Harz an diaoul ! » Ar paour kaez sakrist hag e zamm a redas en-dro d’ar presbital.
Abaoe, dor an iliz a chom dibrenn e-pad an noz.
- (Kontet gant J.-L. Camm, 82 vloaz, eus Kerberou, er Fouilhez, ha lakaet dre skrid gant Ivonig Picard.)