Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
82
Dragon Sant Paol.




AR PESKETAËR.

’Maoun o paouez ober ! Eun eok eo.Ya ! laouen.
Seurt na weliz biskoaz, eur c’hloc’h en e c’henou

WIZUR.

Eur c’hloc’h en e c’henou ?

AR PESKETAËR.

Eur c’hloc’h en e c’henou ?Aze edo m’hen tou ?

WIZUR.

Mad biskoaz kement all na weliz em buez.

AR PESKETAËR.

Ar vech kenta ma ran eur seurt pesketerez.

AR FLOC’H.

Biskoaz ne veliz c’hoaz ar mor o tougen kloc’h
Na pesk ouz e sturia : Biskoaz !

WIZUR.

Na pesk ouz e sturia : Biskoaz !Na me, va floc’h.

PATRIK.

Mantrus eo velato !

WIZUR (St Paul o c’hoarzin).

Mantrus eo velato !Perak e c’hoarzit Paol ?