Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
81
Dragon Sant Paol.
Ken aliez a zen az pezo digaset
Diwar an hentchou fall m’oant warno dianket,
War hent ar Baradoz, kent aliez a zen
A raï d’id er bed all eur gaër a gurunen.
Pelloc’h eta dillo ! Doue a zo ganed
Ha ni’ darre war vag hag en hent divorc’hed
Etrezek an aochou a welet o venna
Tostik tost deomp ker brao er sav heol da Eusa.
Pa zouaremp, an Eal evit an drede tro
A ziskennaz d’am c’haout : — Aman emezan eo.
PATRIK.
Unan a deu d’ar red, daoust hag an Arvoriz
A vefe digouezet, pa lak kement a diz.
IV DIVIZ
Ar re a oa kent eur pesketaër ouspenn.
AR PESKETAËR.
Sellit Aotrou Wizur, na pebez kavadenn
’Maoun o paouez ober !
WIZUR.
[1] eo.
Eun eok- ↑ Eok = saumon e galleg.