Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
83
Dragon Sant Paol.
SANT PAOL.
C’hoarzin a ran Wizur, o welet pebez taol
Zo great d’ar Roue Mark : e gloc’h dres eo hennez
An hini, c’houlennis araok dont euz e lez.
Gwelet a ran breman e klev buhan Doue
Ha n’eo ket pounner glev evel m’eo ar Roue.
Pa c’houlenner outan mar d’eo reiz ar goulenn
E c’heller beza sur e klevo ar bedenn.
WIZUR (o rei ar c’hloc’h da sant Paol).
Dalit ho kloc’h Aotrou, kemerit an hirglas[1]
Digaset gant Doue d’oc’h heul dreist ar mor glas.
SANT PAOL.
Bennoz deoc’h va Doue, d’am beza salaouet
Ha deoc’h kender Wizur.
(War ar c’hloc’h e ra sin ar groaz).
En han an Tad, ar Mab hag ar Spered santel.
AR MANAC’H.
Evelse beze great !
SANT PAOL.
An dudou reuzeudik zo aman o c’hortoz
Beleien d’o lakaat war hent ar baradoz
- ↑ Hirglas eo an hano roet da gloc’h Sant Paol abalamour d’e liou ha d’e vent.