Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
66
Dragon Sant Paol.




Kaër a oa o embann ne reat ket ken diouto
Re zinerz e kavet an diskoaz diouz o yeo
Hag ez eat digabestr da heul ar goall dechou
Heb gouzout ez edot oc’h hada had daëlou.

Neuze da gastiza ho pobl muia karet
Ho peuz laosket warnan ar zaozon da redet
Ha dindan o fraillou a zourne a zoare
Pennou ar Vretoned a vil vern a goueze.

Goasket eo bet Breiziz vel ma wasker rejin
Da lakât anezo da redet rus ar gwin.
Hon Tadou en hor raok zo maro er stourmad
Ni zo bet taol distaol, gwasket, gwasket dalc’hmad.

Breman p’hon deuz gellet tec’het kleze ar zaoz
Ha lakat etrezomp hag hen ar mor da vaoz[1]
Daoust ha breman dres eo e vô red deomp mervel
Kerkent ha m’omp pelleat diouz douar hor c’havel ?

Nan, nan, nan, nan, o Krist, nan nan, arabad eo
Lezel an arvoriz d’hor sebelia ez-veo
En aoun ne lavarfent o welet hor c’hollou
Eo dinerz hon Doue e skoaz o doueou.

Nan, nan, arabad eo lezel ouenn ar Vreiziz
Da veza dismantret dre zourn an Arvoriz
Rak gant an diveza euz hor gouenn a varvo
Euz ar vro-man er bez hoc’h hano a yelo.

  1. Vaoz = porz, cour e gaïleg.