Evidon-me baoue ma zeuz buez ennon
Evidot Krist hebken, e tridas va c’halon
Kwiteat am euz peb tra, va zad, va mam, va bro,
Evit senti ouzid betek pred ar maro.
Great am euz tra peb tra, evit heul da ursiou
Deuet oun en Arvor dreist dounder ar moriou
Sentet am euz ouzid d’id da zenti ouzin
O viret na drofe an traou war an tu gin.
Ma teurvezit selaou pedenn ar Vretoned
Biken gant ar ouenn-ze ne vefoc’h dizonjet
E leac’h ma c’hell an heol kas e vannou skedus
Breiziz a brezego, hoc’h hano deoc’h Jezuz.
Paol a gouez d’an daoulin.
O Krist Jezuz, c’houi zo el levenez
Sellit ouzimp rak ni zo en enkrez.
En enkrez emaomp oll, na vê hor gouenn dismantret
C’houi hebken Aotrou Krist, breman a c’heil her miret.
Hon Tadou koz gwechall en hoc’h eneb a bec’has
Hon Tadou n’emaïnt mui, mirit ac’hanomp diouz laz.
Ni zo evel an eïn etre skilfou ar bleizi
Ma n’hor sikourit ket diframmet e vezimp-ni.