Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68
Dragon Sant Paol.




PAOL.

A c’hedec’h en Arvor.Doue a zo ganen
P’en deuz hen lavaret : ne grenan rak netra
An heol gant ar goabrenn pa vez en e gaëra
A vez kuzet. Komzou Doue a sked bepred,
Hag en o sklerijenn kendalc’homp da gerzet
Heb enkrez hag heb aoun.

SAN.

Heb enkrez hag heb aoun.Ne fell ket d’in mervel
C’hoaz, re dost e kavan eo va bez d’am c’havel.



VIII DIVIZ

PEDENN SANT PAOL.

O Krist meur, o Doue, ro skouarn d’am selaou
Ha teurvez euz da lez gwelet hon trubuillou.

En amzer gos Breiz-Veur a oa d’ar Vretoned
En aner e klaskjont he c’haout ar Romaned
Breiziz a stourme goenv ha da zen ne blegjont,
Nemed deoc’h c’houi o Krist da genta her grajont.

Ar gwir hag ar furnez a ziouanas e Breiz,
Ha ker kaer santelez a vleunias en o c’hreiz,
Ma c’helljot lezhenvel Breiz-Veur, enez ar zent ;
Mez d’ho kourc’hemennou kalz a deuas dizent.