Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
64
Dragon Sant Paol.




ERWAN.

Ma n’hor mirit c’houi ket, o Krist piou hor miro.

SULIAU ha PRIMEL.

Komzit dezan Aotrou hag hen ho selaouo.

PAOL.

Va fedennou d’in-me zo dister bugale.

SULIAU ha PRIMEL.

Pedennou piou a dal, ma ne dal ket ho re.

ERWAN.

Pedit epad ma vimp o tiouall an noriou
Arabad eo skourni, dillo d’an traon tudou.

Erwan, Primel, Divi ha Jermen a ziskenn d’ar red.





VII DIVIZ

PAOL, hag e dud, PATRIK, PATERN hag ar Vugale.

KERAN.

Ho kannad euz an nenv deoc’h en deuz lavaret
Edo ar vro laouen prest d’ho tigemeret,
Edo ar Vretoned hag an Arvoriz paour,
O c’hedal diganeoc’h kaout ho kenteliou aour.
Hag hen-man eo breman an digemer laouen
A c’hedec’h en Arvor.