Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
63
Dragon Sant Paol.




JERMEN.

Arabad eo tec’het, aman emaomp e tro
D’en em zifenn gwelloc’h a eneb ar maro
Eget e neb leac’h all. Ar mogeriou zo mad
Hag an noriou zo krenv. Arabad eo kuîtât
Ar c’hastell koz.

PRIMEL.

Ar c’hastell koz.Nan nan, arabad mont da Vaz
Eno ema’n dragon hol lonko’n e gof bras,

DIVI.

Arabad mont, tra tra !

ERWAN.

Arabad mont, tra tra !Ne c’hellimp ket harpa
Aman nemeur e vo a dud ouz hor c’hilha.



VI DIVIZ

Ar re a oa kent, AR GEDOUR.

AR GEDOUR.

An hent a ziabell zo fuyen warnezan
Hag eur strollad goazed a deu d’ar red aman

PATRIK.

O Krist diskouez ha te gar c’hoaz ar Vretoned
Pe c’hoant az peuz e ve o gouenn peur-zismantret.