Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
57
Dragon Sant Paol.
Euz an amzer da zont, taol distaol euz eur vro
En eun all,
KERAN.
Ya ! an Tad, adarre hor miro
SULIAU.
Kenvroïz pa deuit euz bro goz hon Tadou
Livirit deomp penaos ema eno an traou ?
PAOL.
Ne wella ket an traou da vont c’hoaz e Breis-Veur
SULIAU.
Atao ema an tan, atao ema’n dizeur ?
PAOL.
Atao,
SULIAU.
Atao ema al lagerez ?
PAOL.
Atao.
KOLOMBAN.
Ar zaozon digernez a zo bemdez war zao
SULIAU.
Mil malloz war o fenn ? — Perak n’omp ket chomet
Da stourm betek mervel en hor bro mahomet