Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
58
Dragon Sant Paol.

Gant ar zaoz milliget.

ERWAN.

Gant ar zaoz milliget.Da beurlaza hor gouenn

PAOL.

Heb gouenn ar Vretoned, Breiz n’eo Breiz ebed ken.
E leac’h m’ema ar ouenn, eno ema ar vro.

ERWAN.

N’oa Breiz ebed aman, ni breman her graio,
Ha p’eo gwir oc’h deuet, hiviziken netra
Euz ar pez a zo red kaout da ziazeza
Eur vro ne vank deomp ken !

JERMEN.

Eur vro ne vank deomp ken !Piou oc’h hentchas aman ?

PAOL.

Dourn Doue am renas ha sentet’ meuz outan

JERMEN.

N’oc’h deuet nemed pemp en o lestr euz Bro-Breiz

PAOL.

Daouzek beleg e oamp ha tud all c’hoaz eleiz
Zo chomet e Porsall da c’hedal ma vin bet
O kaout Pennou ar vro :