E lost kordigellet evel eur vins houarn
Hag e c’hinou marlonk digor rez e ziskouarn
Skilfou gwenn kann enni ha lemmet a zoare
Ha Wizur a gred mont da jom di daoust da ze.
Arabad deoc’h kredi e vijemp bet lezet
Da deuler troad er vro anez d’al loan devet
M’omp karget da ziouall.
Kaout an tu da derri e benn ifern outan,
Ha kaër en deuz poania ne c’hell ket dont a benn
Euz e daol : ar birou ne zankont ket zoken
En e groc’hen, ha p’en em gaver d’e c’hlaza
Nemed mont en egar goasoc’h goasa ne ra,
A zaill e lamm warnoc’h hag en eur c’henaouad
Emaoc’h lonket gantan.
Ne fell ket d’in beza debret gant an dragon.
Galloud an Tad zo bras, arabad d’id kaout aon
Ankounac’heat az peuz ar burzudou dispar
En deuz great abaoue m’emaomp gantan war var