Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17
Dragon Sant Paol.
NUZ.
Etre Doue ha c’houi n’euz ket an drouiz-meur
PATRIK.
Ni hon deuz ar beleg, hennez, d’ar C’hrist zo breur
NUZ.
An dervenn sakr ganeoc’h n’eo ket anavezet
PATRIK.
Hon aoteriou a dal oll dervennou ar bed
NUZ.
N’ho peuz ket kutuillet biskoaz an uhelvar
He deuz ouz peb klenved eur c’halloud heb he far
PATRIK.
War hon aoteriou-ni ema bara an nenv
A ra d’ar gristenien beza yaouank ha krenv[1]
NUZ.
Grit d’in eta tanva ar bara benniget
E chomin krenv gantan ha yaouank flam bepred
PATRIK.
Ken a vez bet skuillet an dour sakr war an tal
Euz dibri ar pred-ze n’euz ket da hunvreal.
- ↑ I Cor., 2,18.