Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18
Dragon Sant Paol.
NUZ.
Ho kleier, ho peleg, hoc’h aoter, ho para
Pa n’euz ket anezo ne dalvont da netra
Patrik, ne gomzit d’in nemed euz traou da zont
Gant an traou zo hebken e c’heller ober kont
PATRIK.
Beleien zo pell-zo hag aman vint prestik
NUZ.
Kaër am euz o gedal, ne deu hini Patrik
PATRIK.
Goulennomp ouz Doue m’o lakaio da zont
Kentoc’h
NUZ.
Tud o vont d’an tantad o kana kan an heol.
Ken a dregarn ganto an ekleoiou dre oll
Potred ar Run a zo, ha diouz son e vouez
Ec’h an avezan mad, Telo Kerandevez.