Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
Dragon Sant Paol.

En henor d’an heol rus « Doue ar sklerijen ».
Hag eur ganaouenn skiltr o tregarni dre oll
A embann dre ar vro galloud dispar an heol.
Ha ! m’ho pije klevet an dud-ze o pedi
Ha klevet gant ar barz an delenn o seni
Eul lid hag a unan an nenv hag an douar
Ouz her gwelet Patrik, ne jomjec’h ket klouar
Nan nan, nan nan, eur bobl hag a bed evelse
A c’hell en e gredenn fazia marteze
Mez n’eo ket fall a grenn an oll lidou a ra
Ha perag e ve fall mont d’o gwelet eta.

PATRIK.

C’hoant az peuz da drei kein da sklerijenn ar C’hrist !

NUZ.

Beza heb lid ebed, na beleg, a zo trist
An den a zo ennan eur c’horf hag eun ene
A dle anaout o mestr an eil hag egile.

PATRIK.

Ni hon deuz lidou kaër, ha re an Drouized,
A zo en o c’henver distum ha dislivet.

NUZ.

N’ho peuz netra ken kaer ha soniou an delenn.

PATRIK.

Ni hon deuz ar c’hleier d’hor gelver d’ar bedenn.