Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15
Dragon Sant Paol.




NUZ.

E lez o mestr Wizur, e Kastell nag e Baz
N’ho peuz ket a lidou nak a oueliou ken braz.
Gouel an heol a zo kaër : Ah ! m’ho pije gwelet
Eur wech ma vez ganto an tantad peurzevet
Ar c’har a beder rod o vont euz Brengoulou
Da gaz an drouiz-meur da zervenn al lidou
Nao ejen gwen outan starnet a dri a dri
Ha tud yaouank tro dro o armou o lintri
Ha tud o vont warlerc’h, euz Kervorvan, Kerneac’h
Kerilien, Porzliogan ha me a oar pe leac’h
Kan ha trouz son ha youc’h eted an hent ganto
Nao bann baltam etre an daou benn anezo.
Ah! m’ho pije gwelet an drouiz o sevel
Gant e falz aour skedus war an dervenn uhel
Da glask en he skourrou al louzaouen dispar
A zigas peb dudi, a bella peb glac’har
An uhelvar zantel[1]
An uhelvar zantelDre ma kouez he blenchou
Dindan falz ar beleg war zeiz an toucherou
Ah ! m’ho pije gwelet na gant pebez doujans
Peb hini a c’hed kaout e damm bodik a jans.
Goude lid an dervenn, wardro anter an deiz
E pigner da Vrenn heol evit ar sakrifis.
Eno war an dosen a vir ar re varo
O deuz krouet gwechall ha difennet ar vro
E vez gant an drouiz lazet an nao ejenn

  1. Uhelvar = le gui.