Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/937

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
937
pardon ha pelerinaj itron-varia-perros-hamon


Miz C’houevrer


Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-Perros-Hamon
en parouz Pleraneg


Tud an Arvor, martoloded kalz aneze, a blij d’eze kaout, demdost d’ar mor, chapeliou gwestlet d’ar Werc’hez, evit ma santfont ’vel o paran warne, en kreiz o beajou risklus, daoulagad o Mamm vadelezus.

En Plaeraneg ’zo unan eus ar chapeliou-ze ’boue pell zo darempredet gant ar vartoloded hag o c’herent, chapel Itron-Varia-Perros-Hamon.

Aboue ne rêr ken en Pempoul pardon an Islandeed, eo da Berros-Hamon e teu, ar muian, ar verdidi da gas o frof hag o fedennou. Eno en em dastumont, diou wech ar bla, diarc’hen hag en korf o roched, da Veurz-Fask, hag an de ma ve klozet ar retred-pask, laket abalamour d’eze da viz c’houevrer. Eus Pempoul, Plounez, Plouek, Keriti, e ve tud, en de-ze, en Pleraneg. ’Benn koulz ar gousperou, ar prosesion a ya eus ar bourk da Berros, gant e groaziou hag e vannielou kaeran ; an enor-ze, mar eo dleet d’ar Werc’hez, a zo ive ’vit ar vartoloded a deu en de-ze da ’n em westlan d’ezi ha da c’houlen he skoazel, pa devo kuitaet o zud, ha pa n’o devo ken, en kreiz riskl ar mor bras, rikour ebet nemeti.

Goude ar gousperou, ar prosesion, gant ar Werc’hez douget war diouskoa ar vartoloded, a bign, a-dreuz d’al lanneier, betek ar grec’hen uhelan, eus a lec’h ma weler, du-hont er pellder, ar mor hag an oabl o tont da ’n em bokat. Eno ve azezet ar Werc’hez war eun trôn, ha neuze, ar bobl bodet war-dro, a zav trezek d’ezi e vouez klemmus hag a asped anezi, en e gantikou, da ziwall ar martolod kêz ken dister dirak ar mor bras, da viret an tad d’e vugale, ar pried d’e bried, ar mab d’e vamm ..... « C’houi, emeze, eo Stereden ar mor ; ganec’h, evel gant ho Mab Jezuz, eman ar galloud a drec’h war an avel ha war ar gwagennou diroll ! O Mamm ar Vretoned, ha dreist-oll hon Mamm-ni, evesaet ac’hanomp c’hoaz, epad ar veaj poanius, hirr ha risklus ec’h eomp d’ober evit gonit hon bara pemdeiek ha hini hon c’herent chomet er gêr ! »

An Itron-Varia a ve teneraet gant pedennou ken birvidik ; diouz he c’halon e strink eur bennoz war he bugale ha war ar mor gourdrouzus e renkont fiziout ennan o bue ha bue o zud.

Ma zo hini pe hini eus ar besketaerien hag eo laket e varo d’ezan du-ze, en kreiz mor tenval an Island, Hi a roio d’ezan gras eur maro mat, ha p’an arruo ar c’helou trist er gêr, pa deuio ar vamm hag ar vugale emzivad da ouelan en harz he zreid, hi, gant eun dorn flour, a zec’ho o daerou hag a lako c’hoaz frealzidigez hag esperans en o c’halonou rannet.