Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/938

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
938
pardon ha pelerinaj itron-varia-perros-hamon

Pa vêr dizro d’ar chapel, eur beleg a bign er gador hag a zispleg dirak ar belerined, gant komzou frêz ha birvidik, ar pez a zant pep-hini en don e galon. Neuze daerou puilh a red, bop ma tispak ar prezeger dirak an daoulagad an dôlen, trist a-wechou, hag alïes burzudus, eus ar pez a dremen etre ar mor traitour, ar pesketaer paour hag ar Werc’hez, e Vamm galloudus.

Achu ar brezegen, an dud hag o devoa renket, al loden vras aneze chom er vered, a deu da lavaret c’hoaz eur c’himiad divezan d’o Mamm.

Daoust pegen pell e vefont gwentet diouti ha diouz ar gêr, en o c’halonou e chomo beo da viken ar fizians hag ar garante en kenver an Hini a evêsa o bagiou war vor ar bed-man, hag ar stur en he dorn, a ren aneze da borz ar baradoz.

Itron-Varia-Perros-Hamon, pedet evit ho martoloded.

Y.V.


————


Ar « Saint-François-d’Assise »


Ar Saint-François d’assise
Ar Saint-François d’assise

Abaoue eun nebeut blaveziou, o welet stad poanius ar vartoloded ac’h ê da besketa d’an Douar Neve pe d’an Island, eur vreuriez hanvet : « Société des Œuvres de Mer », he deus sterniet daou lestr da gas sikour d’eze pa o deve ezom. Mont ha dont, a reont hep ehan war al lec’hiou pesketa, evit bizitan al listri-all. Kemer a reont an dud klanv diwarne, pe e roont d’eze louzou da barean buhanik.

Rei a reomp aman skeuden unan eus al listri sikour, ar « Saint-François-d’Assise ».

Eur c’haer a hini eo hennez. Kerzet a ra dre dân ha dre lien, hag an diabarz anezan a zo urzet dispar evit digemer ar glanvourien ’vel ebarz eun hospital.

Renet eo ar « Saint-François » gant eur Breton, ar c’hommandant Maheas, eus Montroulez, a zo, herve laret, eur martolod eus ar c’hentan. Eun darn mat eus an akipaj a zo ive Bretoned.

Evit diskouez ar vad a ra al listri-ze : Etro pevar devez, an « Notre-Dame-de-la-Mer », an eil lestr, en deus bizitet 103 bag pesketa ; medesin ar bourz en deus tôlet evez ouz 18 klanvour ha roët digemer da 2 ; digaset a zo bet 3 den pareet d’o bag ; roët 242 lizer ha kemeret 104 da lakat d’ar post.