Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/936

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Sant Yan ar Biz
Sant Yan ar Biz
23 ha 24 a viz Even


PARDON HA PELERINAJ
Sant Yan-ar-Biz


Parouz Sant Yan, savet aboue ar Revolusion, a zo bet kresket, kouls lavaret, dre vertu ar biz santel e teuer di da enori. Da gentan, ne oa diouti nemet eun nebeudig tier hag eur chapelig gwestlet da zant Meriadek, eskob Gwened. Biz sant Yan o vezan bet digaset d’ar chapel-ze, eus an Normandi, e oe divizet sevel eun iliz evit digemer anezan hag ar relegouer kaer elec’h ma oa bet laket gant an duk Yan V. An iliz a oe achuet er bla 1513. An dukez Anna a deuas da bedi enni hag a oe pareet diouz an drouk daoulagad, ’n eur stokan oute biz ar zant.

N’eus ket a bardoniou eu Treger kaeroc’h evit hini sant Yan ; darempredet eo gant milierou a belerined a dired, kalz aneze, adalek ar gousperou kentan, da welet ar prosesion hag an tantad ; an tantad-ze a ve c’houezet, lein an tour, gant eun aerouant o tisken a-hed eur gorden.

En Sant-Yan eo difennet an dansou, da ze ar pardon, dre zoujans evit ar zant bet dibennet war c’houlen eun danserez. Eur wech, eun hostiz a gredas terri al lezen ha lakat ebatou en e di. An nozvez war-lerc’h, e oe pulluc’het gant an tan-gwall, kement mad an evoa.

Otrou sant Yan-Vadezour, pedet evidomp.