Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/935

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
935
pardon ha pelerinaj itron-varia-kernitron

» Ha breman, goude ma vezo bet laket eur gurunen d’ei war he fenn, petra raio evidomp ?

» Da vrasoc’h merk a enor a-beurz he bugale, e respont brasoc’h merk a garante a-beurz ar vamm. Komprenet dre ze petra vezo en ho kenver Itron-Varia-Kernitron, goude ar gouel-man. »

An ôtrou Duparc, en hano an Iliz hag en hano kristenien Breiz-Izel ha Bro-Dreger, a bozas neuze ar c’hurunennou aour war bennou ar Mab hag ar Vamm, ha moueziou ar bobl a zaludas o Roue hag o Rouanez gant strakadennou-daouarn.

Goude ar gousperou, e oe kaset ar skeuden vinniget war he zrôn d’he chapel, en keit ma kaned d’ezi ar c’himiad-man :

Ha pa vo deut ar mare
Da vont da gaeroc’h bro,
C’houi hon c’huruno neuze
Er Baradoz, d’ho tro.

Pardon Itron-Varia-Kernitron a zigor bep bla, d’ar 11 a viz eost, d’abarde, dre ar gousperou, ar prosesion-noz hag an tantad.

Abaoue lid ar gurunidigez, ar gristenien a deu muioc’h-mui da bedi ha d’enori an Hini a doug evite breman, war an douar evel en nenv, kurunen ar galloud hag ar vadelez.

Itron-Varia-Kernitron, pedet evidomp !



udb