Parousianiz Lanmeur o devoa ôzet pep tra a-benn an de-ze : o c’halonou : epad an tri devez arôk ar gouel pedennou a oe grêt en iliz ; o c’hêr hag o zier, en eur stignan dre-holl drapoiou, glazur, goloiou ha garlantez ; ha park ar gurunidigez, eur park a zaou zevez arat, elec’h ma tlee bezan lavaret an oferen ha dastumet ar gristenien.
D’ar zadorn da noz, e oe kanet ar gousperou, ha kaset skeuden ar Werc’hez eus he chapel d’an iliz parouz.
An ôtrou Duparc a brezegas :
« Selaouet, emezan, ar Werc’hez o c’houlen diganec’h, arôk digemer ho kurunen : « Ha c’hoant ho peus e ven ho Rouanez ? »
» Ar c’hoant-se ho peus, hep mar, anez ne vec’h ket aman.
» Mes selaouet c’hoaz ho Rouanez : « Ma ’z on Gwerc’hez, ez on ive Mamm ; ha ne fell ket d’in chom el lec’h n’eman ket ma Mab. »
» Dre ze, Tregeriz, ma fell d’ec’h e chomfe ar Werc’hez en ho touez d’ho pinnigan, e renket eta bezan fidel da Jezuz, he Mab hag ho Salver.
» Grêt al le-ze aman dirak he skeuden, ha varc’hoaz, dreist-oll, pa vezo laket ho kurunen war he fenn. »
An de war-lerc’h eo an ôtrou Dubourg a gomzas d’ar bobl, en kerz an oferen-bred kanet gant an ôtrou Pichon, arc’heskob Kabasa. O sevel en e zav, e wele dirakan, — kaerât tôlen ! — 7 eskob ha tremen 300 beleg, 17 prosesion hag 20.000 a dud, en o fenn kannaded ha senedourien ar vro.
Komz a reas oute gant e holl galon :
« En lec’hiou ha chapeliou a zo, ar Werc’hez eo teneroc’h he c’halon, hag en em blij o skuilh puilhoc’h he grasou : aman omp en unan eus al lec’hiou-ze binniget dreist an holl.
» Prestik goude bezan savet eun iliz da zant Melar, ho tadou a zavas eun all da Vari. Eman hi aze dirak ho taoulagad.
» Mein he leuren a zo uzet gant botou ar c’hristenien eus ar c’hantvejou tremenet, a zeue, alïes eus a bell bras, da rannan o joa evel o anken gant an Itron-Varia, ha d’en em erbedi outi, war gorf o roched hag o daoulin noaz.
Ar gristenien-ze a gare, dreist-oll, devosion an tri lun, ha Gwerc’hez Kernitron a roe d’eze pe ar pare, pe o mennad.
» En he chapel gwechall, flaiou niverus a rente testeni eus galloud ha madelez Mari ; deut int da vezan relegou, douget breman gant tud kamm, o c’hemeras en esper e rentjent d’eze ive ar c’herzed.
» Aze ar vamm glac’haret a deue da bedi evit he bugelig dinerz : ha Mari a grenvae e izili d’an elig.
» Den nemet Doue n’hallfe lavaret pegement e oe karet aman ; Itron-Varia-Kernitron ; den kennebeut, nemet Doue, n’oufe lavaret pegement a c’hrasou a gouezas dre he daouarn war gristenien an amzer dremenet.