Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/933

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
933
itron-varia-ar-vur

Skeuden ar Werc’hez a oa bet dastumet en he c’hampr gant eur gemenerez yaouank. Er bla 1834, an ôtrou Keramanac’h, person Montroulez, a reas sevel eur chapelig d’he digemer, ’barz en bered Sant-Vaze. Eno en em gav breman.

Montrouleziz a zalc’h start bepred d’o devosion en he c’henver. Er bla 1895, e oe grêt goueliou bras da zigas zonj eus ar c’houec’hvet kantved abaoue ma oa bet savet hec’h iliz.

Ar pardon a ve grêt da zul an Drinded, hag en de-ze, ar chapel a ve bepred leun-kouch ; ar skeuden a ve digoret hag e ve gwelet en he c’hreiz tri Ferson an Drinded santel, kizellet enni.

Itron-Varia-ar-Vur, pedet evidomp



Itron Varia Kernitron
Itron Varia Kernitron
Pempzekvet devez a viz Eost


Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-Kernitron
en parouz Lanmeur


Breiz-Izel he deus bet breman an enor hag al levenez da lakat eiz gwech war benn ar Werc’hez ar gurunen aour a Rouanez : en Gwened, en Rumengol, er Folgoat, en Kemper, en Gwengamp, en Sant-Brieg, en Rostren, ha d’an divezan, en Lanmeur. Pelerinaj Kernitron Lanmeur a zo eus ar c’hosan a zo en Breiz en enor da Vamm Doue. He chapel a oe savet gant menec’h kaset di gant sant Samson, eskob Dol, war-dro kreiz ar VIet kantved.

An Normaned he distrujas, tri-c’hant vla goude ; adsavet a oe gant menec’h a Urz sant Beneat, war-dro kreiz an daouzekvet kantved, hag ar belerined a ya hirie da Gernitron he gwel c’hoaz en he spes holl, nemet an daou benn bet adgrêt breman zo 500 vla.

Abalamour d’ar burzudou grêt ganti en kenver Tregeriz, « burzudou ha n’haller ket niveri », an ôtrou Duparc, eskob Kemper, a deuas, ar 15 a viz eost 1909, da ginnig da Itron-Varia-Kernitron ar gurunen a Rouanez.