Sant Matilin a oa ganet en Larchant, eur gêr vihan eus ar Bourgogn, tost da Sens, war-dro an trede kantved goude donedigez Hon Zalver. E dad a oa e hano Marin hag e vamm, Euphemia. Tud a noblans a oant ha pinvidik, mes troet a-grenn gant ar falz-doueou.
Matilin a oe gonezet abred d’ar fe gristen gant eur misioner hanvet Polykarp ; eur wech badezet, e c’honezas ive e gerent.
Dal ma oe en oad, e oe roët d’ezan gant Polykarp an urziou sakr. Ar beleg yaouank a stagas da brezek ar fe d’e genvroïz. Ken brudet e teuas da vezan dre e zantelez hag e viraklou, ma oe galvet da Rom, gant an impalaer Maximin, evit parean e verc’h troet he spered. Dorn an diaoul a oa ’barz ar c’hlenved-ze ; setu perak, pa ’n em gavas ar zant war al lestr o vont da Rom, e lakas an enebour eur barr-avel da c’houezan ken e krede d’ar vartoloded e oant kollet. Mes ar zant a c’hourc’hemennas d’an avel tevel ha kerkent ar mor a sioulaas. Pa oe digouezet en Rom, e pareas merc’h an impalaer ; chom a reas er gêr zantel da welet an ilizou ha da bedi war veiou an Ebestel hag ar verzerien. Eno e varvas, a-benn tri bla, hag e oe sebeliet gant kalz a enor, dre urz an impalaer. Mes e gorf, goude bezan douaret, a zavas war var e ve ; ar burzud-ze a digasas da zonj d’an ofiserien a oa bet o kerc’hat anezan, ne oa deut gante nemet goude prometi d’ezan e vije dizroet e gorf da Larchant, mar teuje da vervel epad e dro. An impalaer a c’hourc’hemennas neuze kas ar zant d’e vro.
Eno e oe miret e relegou epad kant vlaveziou, enoret gant eleiz a belerined ne skuizent ket o tont da c’houlen skoazel ar zant, o vezan ne skuize ket, diouz e du, oc’h ober burzudou evite. Pedet a oa, dreist-oll, evit an dud troet o spered, ’vit ar vartoloded hag an dud a vor.
Hirie, sant Matilin a zo ankouaet en e vro ; gant Breiziz eo di-