Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/929

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
929
pardon ha pelerinaj itron-varia-vulat

Souezus eo na pegen birvidik e oa an devosion-ze.

C’hoaz e rêr kont, en Bulat, eus an daou vasoner-ze, daou vreur, a c’houlennas chom da vevan en kichen an Itron-Varia-Vulat, goude bezan labouret eviti ; ar gambr ma oant o chom enni, stag ouz ar chapel, a zo hanvet c’hoaz « kambr an ermited ». Sonj zo ive eus ar bec’herez vras, Mari Briand, ginidik eus Penvenan, deut er bla 1731, da glask he fardon digant an Itron-Varia.

Gwechall, ne oa nep poan ha ne gave louzou en harz treid ar Vamm-ze. Enni vije sonjet dal ma c’hoarveze droug ebet, en eun tiegez ; raktal e vije kaset prof ha laket eur c’holaouen diraki. Ar parouziou a-bez a direde da c’houlen he skoazel : parouz Boulvriak a deuas, er bla 1694, d’he fedi da zevel diwarni eur c’hlenved hag a rê gwall-reuz e-touez an dud.

Ar pez a oa penn-kôz da gemend-all a fizians eo ar burzudou c’hoarvezet el lec’h santel, hag o devoa kaset ken pell brud ar pelerinaj ma oe eun eskob eus Kemper hag a lakas war hano an Itron-Varia-Vulat unan eus ôteriou e iliz-veur.

Pardon Bulat a deuas eta da gât, adalek ar XVIIet kantved, lufr ha pinvidigez ar pelerinajou bras : eur prosesion kaer, eur werc’hez arc’hant, bet binniget gant kalz a lid, eur foar vras, kleier ha n’o devoa ket o far nemet ha re Gwengamp a vije ; feunteuniou kempennet gant men-menerez, hini ar Werc’hez hanvet feunteun al lêz, feunteun ar c’hog, feunteuniou ar Seiz Sant, ha war hed tôl, tro-dro d’ar bourk, ar pemp « kroaz ar zalud », ’lec’h ma stoue ar belerined da zaludi o Mamm, pa welent beg tour he iliz o steredenni er wabren.

Kaeran oa, koulskoude, endro d’ar pelerinaj, a oa skoliou savet da rei deskamant d’ar vugale ; dalc’het a oant gant ar beleg a oa en karg eus an iliz.

An Dispac’h, ar walen euzus-ze kaset gant an ifern, a reas dismantr bras e-touez kement a vadou. Kleier, dilhad-oferen, tôlennou, listri sakr, kement mad a oa en iliz a oe laeret, nemet ar werc’hez arc’hant, a oe gallet he c’huzan en eun toull en douar. Dizrei a reas d’he iliz, pa deuas ive war e giz ar beleg kalonek an evoa he c’hlenket, an ôtrou Touboulik, kure Pestien. Ar 15 a viz eost 1801, e oa kaer bezan en oferen-bred en iliz Bulat, ar beleg-man, kovezour e fe, oc’h oferennan, dirak skeuden vurzudus an Itron-Varia dizro gantan d’ar gêr, goude bezan bet dek vla dianket.

Pardon an Itron-Varia-Vulat a ve d’an eil sul a viz gwengolo. An noz arôk e ve prosesion ; goude, ar belerined a chom hed an noz en iliz da govesât, ha da ganan kantikou, ken an oferen gentan.

Eur wech grêt o fardon gante, herve giz ar gristenien, e tizroont d’ar gêr, ar c’himiad-man war o muzellou :

Gwerc’hez Bulat, Itron-Vari,
Harzet pep droug d’hon glac’hari,
Reit d’imp bennoz, reit d’imp souten,
Miret ’n hon zouez ar fe gristen.