Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/931

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
931
pardon ha pelerinaj sant matilin monkontour

gouezet an enor — ne ouier ket en pesort koulz — da viret e hano hag e zevosion. Kistinik, er Morbihan, ha Monkontour, en eskopti Sant-Brieg, eo kaeran pelerinajou an eus en Breiz.

En Monkontour, e bardon a ve grêt d’ar zadorn ha da zul ar Pantekost. Ar zadorn eo de ar belerined, Gwenedourien peurvuian.

Eur brezegen vrezonek a ve grêt d’ar zadorn ha d’an noz e ve prosesion bras gant goleier ; dre ruiou kêr sklerijennet e ve douget ar relegouer kaer ’zo ennan eun askorn eus tâl ar zant. Eun tantad a ve elumet war grec’hen ar marc’hallac’h, hag epad ma ve o flaminan ’us da gêr, ar veleien hag ar bobl a gân an Te Deum.

Devosion Tregeriz en kenver sant Matilin a zo deut da goac’han, eur pennad so ; n’eus ket hanter-kant vla c’hoaz, e bardon a oa ken brudet en o zouez ha hini santez Anna-Wened.

Ouspen evit an dud foll, sant Matilin zo pedet ive evit al loened, dreist-oll an ejenned, hag evit ma vo eost dru hag ed-du kaer.

Enoret eo en Kemper, en Pondaven, en Plemeur, en Beignon, en Laniskat. En eskoptiou Roaôn ha Naoned, zo hano anezan kazi en pep parouz.




Sul war-lerc’h an Asansion


Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-Glerin
en parouz Sant-Kleve


En parouz Sant-Kleve, ar Werc’hez ha sant Kado o deus eur chapel brudet dre ar vro. Savet er XVIet kantved gant an ôtrou du Bourgblanc, perc’hen maner Klerin, laket en gwerz gant ar Revolusion, prenet ha adprenet, e oe roet erfin da fabrik ar barouz gant an divezan perc’hen.

Daou bardon ar bla a ve grêt enni ; ar pardon bihan, de Lun-Fask, n’eo ket gwall darempredet ; kalz muioc’h eo ar pardon-all a ve grêt sul war-lerc’h an Asansion.

An de-ze, n’eo ket dibôt gwelet en Klerin pelerined betek eus Kerne.

Bezan zo eur c’hlenved, arwez Klerin, hag a ve pareet aman. Dont a rêr ive ’vit ar gouliou hag ar goriou ; ne dremen devez, kouls lavaret, na ve gwelet pelerined endro d’ar chapel, o pedi hag o kemer dour eus hini pe hini eus ar pemp feunteun a zo en he c’hichen hag a ra o hiboud hag o c’han endro d’ezi ’pad ar bla : feunteun ar Werc’hez, feunteun sant Kado, feunteun sant Eler, hini sant Bleaz ha hini sant Anton.

Itron-Varia-Glerin, pedet evidomp.