Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/895

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26 Kerdu
895
sant stephan

Stlepel a rejont anezan er-mêz a gêr evit bezan lazet a dôliou mein. Ar re o devoa douget testeni en e eneb a yeas da rei o dilhad da zerc’hel d’eun den yaouank hanvet Saul. Epad e verzerenti, Stephan a lavare : « O ma Jezuz, digemeret ma ene ». Goude en em dôlas d’an daoulin hag e lavaras a vouez uhel : « O ma Doue, pardonet d’eze ma fec’hed hag an droug a reont d’in. » Ha war ar gomz-ze e tremenas.

J.L.P.

————


KENTEL


Testeni ar verzerien


Ar verzerien a zo bet ganet da heul ar relijion gristen.

Den ebet ne roas e vue evit difenn kelennadurez doktored pagan an amzer goz.

« Den ebet, eme sant Justin, ne gredas Sokrat betek skuilh e wad da anzav e oa gwir ar pez a lavare. »

Den ebet ne roas e vue evit difenn doueou an amzer-goz ; n’eo ket ar Romaned a vije êt d’ar maro evit miret ouz doueou Athen d’en em veskan gant o re, nag ar C’hallaoued, evit miret ouz re Rom da lakat o zreid en hon bro.

E-touez ar Judevien zo bet tud santel, evel ar seiz breur Makabe hag o mamm, ha meur a hini-all, hag a varvas kentoc’h eget dizenti ouz eur relijion a oa tensor ha lezen o bro ; mervel a rênt kentoc’h evit en em zôtran, mes ne oant ket gwir verzerien evit kelo ze.

Ar gristenien, pa vezont laket d’ar maro, a varv evit diskouez, dre ar poaniou a c’houzanvont a galon vat, eo Jezuz-Krist ar gwir Doue, hag e tle e relijion en em astenn dre bevar c’horn ar bed, ha gonid an holl dud.

Ar verzerien eo ar re o deus gwelet, gant o daoulagad o-unan, bue, maro ha rezurreksion Jezuz-Krist, hag a zo karget d’o embann betek ar penn pellan eus ar bed. Ar verzerien eo ar re o deus anzavet Jezuz-Krist, n’eo ket hepken dre o c’homzou, mes dre o maro. Ar verzerien eo ar re ha, hep bezan gwelet Jezuz-Krist, o deus kredet ennan, war gomzou re-all, hag o deus skuilhet o gwad, kentoc’h eget nac’h o fe. Ar verzerien eo ar re a zo bet laket d’ar maro dre gasoni ouz Jezuz-Krist.

Doue hepken a oar an niver aneze. Jezuz-Krist en deus goulennet e-touez an dud, testou eus e vue, eus e varo hag eus e rezurreksion, ha rumm tud ebet ne c’hourvezas, abaoue, ’barz ar be, hep rei d’ezan e c’houlen. Kavet en deus ha kât a ray, en pep bro hag en peb amzer, tud d’e garet, evel ma ne garer ket eun den hepken, ha prest da stourm evitan betek ar maro.

Stephan eo an hano kentan a zo bet laket war roll ar verzerien, ha divar lizeriou Breuriez ar Fe, e ve astennet ar roll-ze bep bla.

Testeni ar verzerenti eo nerzusan testeni a oufed da rei : Pa skriv Doue gant ar gwad, eo anat en deus c’hoant e vefe lennet e skritur » An testeni-ze a zo gwirion : n’eman ket ar c’hiz da rei ar vue evit sorc’hennou goullo.