Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/894

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
894
26 Kerdu
sant stephan


C’houec’hvet devez warn-ugent a viz Kerdu


SANT STEPHAN
Kentan Merzer



En amzer gentan an Iliz, ar gristenien, leun a garante an eil evit egile, a roë o madou d’an Ebestel evit o lakat er memes yalc’h hag o lodennan etre ar re a oa en dienez ; evelse ne oa paour ebet en o zouez, rak an Ebestel a roë da bep-hini herve e ezommou. Mes evel ma kreske bemde niver diskibien Jezuz-Krist, n’hallas ken an Ebestel soursial eus ze. Ha setu perak sant Per a lavaras d’eze eun devez : « Breudeur muian-karet, ni a dle, da gentan ha dreist pep tra, prezek an Aviel, ha n’eo ket mat dilezel an dever-ze evit serviji ac’hanoc’h ouz tôl. Ho pezet eta ar vadelez da zibab en ho touez seiz den ha n’eus netra da lavaret warneze, seiz den hag a ziskouez dre o furnez eman ar Spered-Santel en o c’halon. Ni hon deus awalc’h d’ober da bedi ha da vagan hoc’h eneou gant komzou Doue. »

An holl a gavas ze mat. Ha setu perak e oe kemeret seiz avieler hag a vije en o c’harg rannan etre ar gristenien ar pez a zelle ouz magadurez ar c’horf. Stephan a oe ar c’hentan eus ar seiz avieler-ze. Ar Skritur-Zakr, en levr « Oberou an Ebestel », a ra en daou c’her e veuleudi : « Stephan, emezi, a oa leun a fe ha leun eus ar Spered-Santel ». Prezek a reas an Aviel, hag eleiz a Judevien a c’honezas da Jezuz-Krist. Kaout a reas, koulskoude, meur a hini da enebi outan. Mes trec’h e oe d’eze bepred, ha den n’halle respont anezan. O welet se, ec’h eas kement a zroug enne ma lakjont en o fenn e lazan, evit kaout peuc’h dioutan. Stephan a oe eta tamallet da vezan gwall-gomzet enep Moyzez hag eneb an Otrou Doue, ha kaset a oe dirak lez-varn vras Jeruzalem. Ar varnerien, o vezan sellet outan a gave d’eze gwelet eun êl dirake. An avieler kalonek a rebechas d’e enebourien e rênt skouarn-vouzar ouz ar Spered-Santel hag o devoa laket Hon Zalver d’ar maro. Neuze ec’h eas kement a zroug enne ma verve o gwad ha ma skrignent o dent.

Etre daou, Stephan a zavas e zaoulagad etrezek an nenv hag a welas Doue en e c’hloar : « Me ’wel an nenv digor, emezan, ha Mab an den azezet en tu deou d’an Tad ». Raktal kement hini a oa er c’honsailh a ’n em lakas da youc’hal a-bouez penn ha da stankan o diskouarn gant o bizied, abalamour d’ar blasphem en devoa lôsket ar zant.