Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/896

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
896
27 Kerdu
sant yan


Seizvet devez warn-ugent a viz Kerdu


SANT YAN
Avieler



An aviel a ro d’ar zant-man an hano kaer a ziskib muian-karet Hon Zalver Jezuz-Krist ; ha netra, en gwirione, n’hallfe diskouez gwelloc’h e zantelez.

Ganet er Galile, sant Yan a oa mab da Zebede ha da Salome, ha breur da zant Jakez, abostol. Ar yaouankan oa eus an Ebestel, ha ne dlee ket kaout ouspen pevar bla warn-ugent pa oe kemeret gant Jezuz evit diskib. Jezuz en devoa eur garante dispar evitan, abalamour m’oa gwerc’h a galon. Eus e du, Yan en devoa eur garante meurbed tener evit e vestr ; eur wech en em roët d’ezan, n’hen dilezas ken goude, hag hen heuilh a reas bepred hag en pep lec’h, war Mene-Kalvar kouls ha war Mene-Tabor.

Epad ar goan divezan a reas gant e Ebestel, er mare ma leze gant an holl dud an testeni brasan eus e garante en eur zevel sakramant an ôter, Jezuz a roë da zant Yan eur merk eus ar stad a rê anezan. E lezel a reas da harpan e benn war e galon. Hag epad an amzer-ze, sant Yan, eme sant Augustin, en deus desket an treo kaer a lenner en e skridou ha, dreist-oll, en e Aviel, hag a lak anezan e-touez ar brasan profeted ; neuze ive e lavaras d’ezan goustadik hano an hini a dlee e werzan.

Goude ar goan divezan, Jezuz a yeas gant e ziskibien da liorz Jethsemani. Ne gemeras gantan nemet tri abostol evit bezan test e agoni : Yan, Per ha Jakez. Pa dôlas ar zoudarded o daouarn war Jezuz, an diskibien-all o devoe kement a aon ma kemerjont an tec’h. Yan hepken n’hen dilezas ket hag hen heuilhas betek war Mene-Kalvar. Evit e rekompansi, Jezuz hen kargas da gemer evez ouz e Vamm, dre ar c’homzou kaer-man : « Setu aze ho Mamm. » Diwar neuze, Yan a gemeras ar Werc’hez gantan hag a dôlas plê outi ’vel pa vije bet e vamm.

Sant Yan a chomas en harz ar groaz ken ma lôskas Hon Zalver e huanaden divezan ; gwelet a reas, evel m’en deus skrivet, ar zoudard o tigeri e goste, hag ar gwad, mesket gant dour, o tont er-mêz anezan.

Pa deuas Mari-Madalen da lavaret d’an Ebestel ne oa mui korf Jezuz er be, Per ha Yan a yeas dioustu da welet ;