arsila a oa moëreb da zant Gregor. Setu aman penôs e ra ar pab bras-ze he meuleudi en e skridou.
Ma zad, emezan, en devoa ter c’hoar ; o zer e rejont da Zoue al le da viret o gwerc’hded.
Unan aneze a oa hanvet Tarsila, an eil Gordiana, hag an trede Emiliana. En em rei a rejont da Zoue er memes devez, hag adalek neuze e vevjont o zer en o zi, evel ter leanez.
Burzudus oa gwelet pegen prim e kerzent war hent ar zantelez, an eil o rei skouer vat d’eben. Koulskoude, ar blaveziou, dre ma tremenent, a zigasas kemm bras etreze. Tarsila hag Emiliana e kreske kement enne karante Doue, ma c’helled lavaret e oa o eneou er baradoz, ha ne oa ken nemet o c’horfou war an douar.
Mes Gordiana, dre he dievezted, he devoa lezet da yenât ar garante virvidik he devoa er penn kentan. Dont a reas da vezan lôsk en servij Doue, ha karante ar bed a stagas ouz he c’halon.
Tarsila a wele ar chenchamant-se gant tristidigez, hag alïes e lavare da Emiliana : « Gwelet awalc’h a ran eman hon c’hoar o trei kein d’imp. Re a zarempred he deus gant an dud diavêz, ha ne dôl ket evez, evel m’eo dleet, evit miret he c’halon distag diouz ar bed. »
Gourdrouz a rênt anezi goustadik, ha diskouez a rênt d’ezi pegen amzere e oa gwelet eur plac’h hag he devoa grêt le, evelti, da viret he gwerc’hded, o ’n em drei gant ar bed. Gordiana a ziskoueze kaout c’hoant da heuilh ar c’henteliou mat roët d’ezi. Lavaret a rê e vije furoc’h en amzer da zont, mes an dra-ze ne bade ket pell. Goude ma veze bet eur pennad war evez, en em dôle adarre da zarampredi, gwasoc’h-gwaz, merc’hed ar bed, hag e teue da vezan henvel oute.
Tarsila oa an troetan gant ar beden, hag ar c’haletan ouz he c’horf ; pignet e oa uhel en skeul ar zantelez.
Eun nozvez, dre he hunvre, e welas an den mat Felix, ma zad-kunv. Heman a ziskouezas d’ezi eur palez, eur sklerder dudius ebarz hag a lavaras d’ezi : « Deut, er sklerijen-man e tlean ho tigemer. »