Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/890

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
890
24 Kerdu
santez tarsila

An de war-lerc’h, eur gwall derzien a grogas enni hag he stlejas d’ar be. Evel m’eman ar c’hiz, eun toullad tud, pôtred ha merc’hed, — en o zouez e oa ma mamm, — a ’n em gavas en he c’hichen pa oa war he zremenvan. En eun tôl, e savas he mouez hag e lavaras : « Tec’het ha roët plas da Jezuz a zo o tont davedon ! »

Hag en keit ma oa troet o sellet ouz an Hini a wele, he ene a ’n em zispartias diouz he c’horf.

Raktal e oe santet er gampr eur c’houez ken dudius, ma oa anat d’an holl ne oa nemet Doue hag en dije gallet lezel war e lerc’h eur c’houez ken dispar.

Ar burzudou-ze a zigouezas arôk gouel Nedeleg. D’abardae an devez bras-ze, Tarsila a ’n em ziskouezas da Emiliana hag a lavaras d’ezi :

— Deut, ma c’hoar, ma refomp asamblez gouel ar Rouane, pa n’hon deus ket gallet ober gouel Nedeleg.

— Mac’h an ganec’h, piou a zoursio ouz hon c’hoar ?

— Deut, pa lavaran d’ec’h, eme ar zantez, — hag he fenn a oa trist — deut, Gordiana a zo gwell ganti chom e-touez tud ar bed.

Emiliana a varvas en devez war-lerc’h. Neuze Gordiana, p’en em gavas he-unan, a gollas doujanz Doue. Mont a reas eneb he ger, ha dimezi a reas d’he merour.

————


KENTEL


Nag a gemm a deu gant an amzer


Setu aze ter c’hoar, a zo en em roët da Zoue, er memes devez, hag a greiz kalon, o zer ; mez siouaz, n’o deus ket dalc’het o zer da vale war an hent mat, rak herve komz Hon Zalver Jezuz-Krist, eleiz a zo galvet da vont d’ar baradoz ha nebeut a ya ebarz.

Henvel e ve ive ar gristenien o tont eus an iliz, da ze o badeziant, mes goude, nag a gemm a deu etre o eneou kez. gant an amzer ; darn a gresk bemde o gened hag o danve, ha darn-all ne reont nemet dismantr kement a goue etre o daouarn.

Ar re a fell d’eze heuilh hent ar zantelez, arabad d’eze fiziout en o nerz o-unan, rak an den, gant e nerz e-unan, n’a ket pell da gouezan, pe gentoc’h, an den, gant e nerz e-unan, ne ra nemet kouezan eus an eil droug en egile hag eus an eil tenvalijen en eben.

Dizfiziomp eta ac’hanomp hon unan, hag evel m’en em stag an ilheoen ouz an derven, en em stagomp ouz Doue, briataomp anezan eus hon holl nerz hag eus hon holl ene, hag e pignfomp gantân da c’hloar an nenv.