Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/888

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
888
23 Kerdu
merzerien nikomedi

vas ive o c’herent ; a-wechou e vezent laket en eur vag ha stlapet er mor gant eur men ouz o goug ; a-wechou-all e veze grêt eun tântad endro d’eze d’o devi a vagad.

Epad an amzer-ze, ar prizoniou a oa deut da vezan leun-chouk. Goude ar veleien hag o c’herent, e teuas tro an dud fidel-all, ha tourmanchou iskis a oe kavet evit o lakat d’ar maro.

Ar verzerenti a skuilhas war o zâl al levenez a bado da viken, ha kentoc’h e skuizas an impalaer o skei eget ar gristenien o c’houzanv.

————


KENTEL


Hon Merzerenti


I. — Holl e tleomp bezan merzerien.

Na pegen kaer n’eo ket nerz-kalon merzerien Nikomedi. Diskenn a reont eus ar c’hargou uhelan hag ober a reont ar zakrifis eus o bue, kentoc’h eget nac’h o fe. Na pebez merzerenti glorius !

Arabad d’imp ankouât hon deus holl eur verzerenti da c’houzanv. Jezuz en deus lavaret eo dre nerz e c’honezer rouantelez an nenv [1], ha sant Pôl a lavare : « An neb a stourm a vezo kurunet [2] ». Hent ar groaz eo hent ar gloar : « Red eo treuzi eur mor a drubuilhou arôk digouezout en porz ar baradoz. [3] »

II. — Hon merzerenti n’eo ket ken kalet ha hini ar verzerien, mes hirroch e pad.

Ar verzerien, evel re Nikomedi, o deus renket gouzanv poaniou skrijus evit gonid o c’hurunen, mes an dra-ze n’eo ket bet padet nemet eun nebeut heuriou. Hon merzerenti-ni a dle padout epad hon bue, rak stourm a renkomp ouzomp hon unan, ouz hon techou fall, ouz an drouk-spered, ouz ar bed ; en em gastizan, gouzanv gant pasianted, plegan da volonte an Otrou Doue. Bue ar c’hristen, pen-da-ben, n’eo nemet eur verzerenti.

Daoust hag eur verzerenti eo hon bue ?

III. — Ken bras e vezo hon gloar.

Merzerien Nikomedi a zo enoret war an ôteriou ; an dra-ze a zo kalz ; mes ar gwir enor a gavont, nan war an douar-man, mes en nenv. Eno eo en deus sant Yan [4] gwelet an holl zent, gwisket gant saëou skedus, bodou palmez en o daouarn, endro da drôn Doue, o kanan meuleudiou an Otrou, hag o welet Jezuz-Krist tâl-ouz-tâl. Setu aze petra ’ zo ouz hon gortoz. Gouzanvomp eta hon merzerenti a galon vat. Diwar ar groaz e pigner er sklerijen.

Per crucem ad lucem.

  1. Sant Vaze, XIet pennad 12et koublad.
  2. Sant Pôl, II da Dim. II, 5.
  3. Oberou an Ebestel XVI. 2l.
  4. Apokalyps VI, 9.