Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/887

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23 Kerdu
887
merzerien nikomedi


Trede devez warn-ugent a viz Kerdu


Merzerien Nikomedi
303



An impalaer Dioklesian, laket pennadou ennan gant e vab-kaer Galer, a zisklerias an dekvet brezel bras d’ar gristenien, dre eur gemennadurez embannet en Nikomedi, ar 24 a viz c’houevrer 303. Unan a zaou a renked ober : kinnig ezans d’an doueou pe mervel.

Bihan e oe niver ar re a droas kein da Jezuz-Krist, en Nikomedi, en deveziou-ze. N’eus hano en istor nemet eus a ziou hag o dije nac’het o fe, hag a oe an diou impalaerez. Eleiz a gristenien-all a oa el lez, hag an evoa an impalaer pep fizianz enne, hag a gare evel e vugale ; ar re-man a gavas gwell gouzanv ar maro, kentoc’h evit mont d’ober dismegans da Zoue o badeziant.

Euzeb en deus skrivet d’imp merzerenti Per, den a gambr an impalaer. Evel ne felle ket d’ezan kinnig ezans, e oe staget war eur marc’h koad ha dispennet e gorf a dôliou skourje. Eur wech ma oe dizoloet an eskern, e oe laket holen ha gwinegr war ar gouliou. Goude e oe astennet ’us d’an tan, evit peurdevi ar pez a gig a chome c’hoaz ouz e eskern. En doare-ze e varvas, diflach en e fe evel eur garreg en kreiz tarziou ar mor en kounnar. Dorothe, Gorgonius, hag eleiz a zervijerien-all eus ar palez, goude bezan bet skourjezet pell amzer, a oe mouget. An impalaer e-unan a chomas war al lec’h epad o merzerenti. Goude bezan roët ôtre d’o sebelian, e teuas keun d’ezan, ha gant aon na deujed da bedi en harz o relegou, e roas urz d’o zennan eus ar be ha d’o stlepel er mor : « Petra ra ze ? eme Laktans. Daoust hag ar re a chouzanv ar maro evit o Doue a zo nec’het gant o relegou ? Ma fell d’eze mervel, eo abalamour mont da lez an Otrou. »

Epad ma oa evelse Dioklesian o lakat tud e di d’ar maro, kêr a-bez a oa ive er strafuilh hag er spont. Barnerien a oa en templou brasan, ha kement hini a vije difizianz anezan, e veze gourc’hemennet d’eze kinnig ezans, ha pa ne felle ket d’eze hen ober, e vezent kondaonet d’ar maro. N’eo ket hepken ar bôtred, ar merc’hed ive, hag ar vugale zoken, a veze heskinet. Da gentan, e oe kroget en dud a iliz. An eskob Anthim hag e veleien a oe barnet prim ha prim ha lazet en doareou dishenvel ; gante e var-