Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/884

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
884
21 Kerdu
sant thomas

Burzudus eo an treo kaer a ra gant ar grouadurien dispered, a zent outan bepred ; mil ha mil gwech burzudusoc’h eo c’hoaz en treo kaer a ra gant grouadurien speredek a ’n em lez da vezan renet gant ar Spered-Glan, evel eur c’hrouadur gant e vamm.

Jezuz-Krist en devoa prezeget epad tri bla. Daouzek den en devoa dastumet war e dro ; roët en devoa d’eze e gelennadurez. Eun devez a deuas, hag unan eus an daouzek-se hen gwerzas, eun all hen nac’has, an dek-all a dec’has. Staget a oe ouz ar groaz ; mervel a reas outi ; e gorf a oe sebeliet. Tri devez goude, e save eus a varo da veo ; daou-ugent devez goude, e pigne en nenv. Hanter-kant devez goude, an Ebestel a oa bodet er Gambr-lid, hag a bede kalonek gant ar Werc’hez, o Mamm ; en eun tôl, e oe klevet eun drouz vras henvel ouz trouz eun avel o c’houezan gant nerz, hag a lakas an ti da grenan ; hag e weljont evel teodou tân a ’n em rannas, hag a chomas unan ’us da bep-hini aneze ; hag e oent leuniet holl gant ar Spered-Santel.

Adalek an de-ze, pesketêrien ar Galile a deuas da vezan tud neve ; distag diouz pep tra ; dispont en pep lec’h ; mont a rejont dre ar bed da c’honid anezan da Jezuz-Krist.

Klevet a oent, hep mez ha heb aon, o komz dirak pennou-bras Jeruzalem, re Athen ha re Rom. Gwelet a oent o vont a gêr da gêr, a vro da vro, tamallet gant ar Judevien, gwapaet gant ar baganed, o vinnigan ar re o millige, laouen o kaout eun dra bennak da c’houzanv evit o Otrou.

Ne zellent ket ouz o foan ; en em ankouât a rênt o-unan evit briata an dud kez, an dud dizesk, an dud reuzeudik a oa endro d’eze.

Ha pa deuas abarde o bue, e savjont warzu an nenv o divrec’h bronduet gant ar chadennou, o izili gouliet gant benviou o merzerenti, hag e tiskouezent en doare-ze, d’an Hini o devoa gwelet o pignal en nenv war ar wabren, ne oant ket c’hoaz skuiz o stourm hag o labourat evitan, hag e oant goest, zoken, da c’houzanv poaniou-all brasoc’h, kentoc’h evit trei kein d’ezan.

O klevet hevelep komzou hag o welet hevelep kalonou, ar Juzevien pennek hag ar baganed dallet a selaouas ar brezegerien neve, hag a adoras an Doue a embannent.

Piou en devoa roët kement-se a nerz d’an Ebestel ?

Ar Spered Glan.

N’hon deus nemet senti outan hag e lako ac’hanomp ive da vont eus an droug d’ar vad, hag eus ar vad d’ar zantelez.


-