Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/883

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21 Kerdu
883
sant thomas

Abarde an devez ma oa savet eus e ve leun a vue, Jezuz a ’n em ziskouezas d’e ziskibien, en eur lavaret d’eze :

— Ar peuc’h ra vezo ganec’h !

Thomas ne oa ket war al lec’h, ha ne fellas ket d’ezan kredi an Ebestel, pa lavarent d’ezan e oa savet Jezuz eus e ve leun a vue, hag o devoa e welet.

— Nan, emezan, ne gredan ket ac’hanoc’h, ha ne gredin nemet p’am bezo gwelet roudou an tachou en e zaouarn hag en e dreid, ha laket ma biz en gouli e goste.

Eiz devez goude, e oa gant an diskibien-all en eur gambr, an dorojou prennet mat warneze, gant aôn ouz ar Judevien. Jezuz a ’n em ziskouez dirake en eur lavaret, evel en dro gentan :

— Ar peuc’h ra vezo ganec’h.

Hag en eur drei ouz Thomas, e lavaras d’ezan :

— Ha te, Thomas, deus, hag anave ec’h on en gwirione savet eus ma be leun a vue ; gwel ha n’eo ket heman ar c’horf a zo bet staget ouz ar groaz ; sell ouz ma daouarn hag ouz ma zreid, lak da viz en gouli ma c’hoste, ha diwall ken da vezan diskredik.

Thomas a respontas dioustu :

— C’houi eo ma Otrou ha ma Doue !

Jezuz a lavaras d’ezan :

— Kredet a teus, Thomas, abalamour ma teus gwelet ; eürus ar re a gredo hep bezan gwelet.

Goude bezan resevet ar Spered-Santel da ze ar Pantekost, sant Thomas a yeas da brezek an Aviel en koste ar sav-heol. Prezek a reas en kement bro a oa en Azi, betek an Indez. Gonid a reas eun niver bras a eneou da Zoue, ken dre e skoueriou mat, ken dre e viraklou. Beleien an doueou fôz a gounnare ; ober a rejont kement ma oe kondaonet, gant eur roue pagan, da vezan lazet a dôliou goaf.

J.L.P.

————


KENTEL


Dre nerz ar Spered-Glan


Doue eo ar Mestr, Mestr ar bed-all ha Mestr ar bed-man, ha daoust d’ezan da vezan bet Mestr a holl-viskoaz, n’eus kelou ebet gantan c’hoaz da zilezel e garg. Mestr war bep tra : war ar stered a red eus an eil oabl d’egile ; war ar moriou a ruilh eus an eil ôd d’eben ; war an douar, war e drevajou, war e loened ; Mestr war an treo n’eus bue ebet enne, ha war an treo buezek.

Doue eo Mestr pep tra, ha dreist-oll, Mestr an dud.