Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/859

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11 Kerdu
859
sant damaz

meras anezan da vikêl-vras da rei dorn d’ezan da c’houarn an Iliz.

Pa varvas ar pab Liber, Damaz a oe choazet evit derc’hel e blas. An holl gristenien vat a drugarekaas Doue da vezan roët d’eze eur pab ken santel ha ken gouiziek. Koulskoude, eun avieler, hanvet Ursin, a yeas droug ennan hag a c’hallas gonid eul loden eus ar bobl ; war e veno, n’eo ket Damaz, mes hen e-unan eo a dleje bezan bet hanvet. Trouz a zavas en Rom, ha kalz a dud a oe lazet. An impalaer Valantinian a roas urz da gas Ursin er-mêz eus ar vro, hag epad eur pennad, Damaz a oe didrubuilh.

Koulskoude ar peuc’h ne badas ket pell, rak dal ma c’hallas Ursin distrei da Rom, e klaskas an tu d’en em venji ; mont a reas, zoken, betek tamall d’ar pab eur pec’hed eus ar re vrasan. Kerkent ha ma klevas sant Damaz ar pez a oa digouezet, e c’hourc’hemennas d’an eskibien diwar-dro Rom en em vodan endro d’ezan, hag e tiskouezas d’eze ne oa nemet geier gant e enebourien. An eskibien a dôlas an eskummunugen war Ursin ha war e vignoned, hag a zougas al lezen-man : « Diwar vreman, an neb a damallo e nesan en gaou, a vezo kondaonet d’ar pez ma felle d’ezan kondaoni e nesan. »

Damaz a bedas meur a wech an eskibien da zont da Rom evit en em glevet diwar-benn ar pez a oa ar gwellan d’ober evit gloar Doue ha hini an Iliz. Er c’honsil divezan, en em gavas sant Ambroaz ha sant Jerom. Damaz a zalc’has sant Jerom gantan hag hen c’hargas da lakat ar Skritur-Zakr en latin. Hen ive eo a c’hourc’hemennas kanan ar Gloria Patri da fin pep psalm.

Sant Damaz a varvas an 11 a viz kerdu 384 ; e oa o ren e bevar-ugent vla, hag arôk mervel, e lavare en em gave eurusoc’h da vezan kerzet war roudou Jezuz-Krist eget da vezan bet e vikel war an douar.

J.L.P.

————

Hirie e rêr ive gouel an daou sant Envel, daou vreur, o-daou abaded, a ziskennas en Arvorig, gant o c’hoar Yuna, en kerz ar VIet kantved. Sevel a rejont peb a beniti en koajou Koad-an-Noz hag eno e vevjont didrous ’c’han ma teuas Doue d’o c’herc’hât.

Ar c’hosan eus an daou vreur a oa e beniti ’lec’h man breman iliz goant Lok-Envel ; ar yaouankan oa e hini ’lec’h ’man hirie Chapel ar C’hoad, war douar santez Yuna oa o chom en Plouneve.